• brezhoneg
  • francais
Saga Brittia, Blake ha Mortimer, Dibikouz, Ken tuch' : rannoù zo ’poa ket bet amzer da welet ? Grit ho mad deus programm an hañv ! *** Vous avez raté quelques épisodes de vos séries préférées ? Séances de rattrapage cet été !

Keleier

Deiz-ha-bloaz laouen dit, Enora vihan !

Un anniversaire avec Marionig

Ur souezhenn aozet gant Mammig, Tadig ha… brezhoweb !

enora.jpg

D’an 31 a viz Gouere e kroge bloaz nevez Enora. Sot eo-hi gant Marionig, Lili, ha Dibikouz…

Soñjet o doa Mammig ha Tadig neuze ’vefe kontant an ’ni vihan o kaout ur skeudenn gant Marionig, sinet ganti.

Ha sell aze ur prof a-feson moarvat : pa seller deus daoulagad Enora, douetañs ebet !

Pokoù dit, Enora, ha ken bremaik !



Le 31 juillet dernier, Enora fêtait son 4e aniversaire. Elle adore Marionig, Lili, et l'émission Dibikouz bien sûr… Alors, sa maman et son papa ont pensé à un cadeau original : une photo dédicacée de Marionig. Bonne idée, si l'on en juge par le regard et le sourire d'Enora !

Bisous et à bientôt, Enora !



Aet ar maout gante !

Programm an hañv

Programm an hañv – Gant piv eo aet ar maout ?/Programme été et gagnants
Programm an hañv – Gant piv eo aet ar maout ?/Programme été et gagnants

Votet ho peus, ha sell aze an disorc’h !

Graet eo programm an hañv diwar ho choazoù…


8 postel zo bet tennet d’ar sord, e-mesk ar re o deus bet votet. Hag an DVD pe an t-shirt gounezet gante ’vo kaset dezhe a-raok pell.


Plijadur deoc’h en hañv-mañ war brezhoweb !



Votes enregistrés, gagnants tirés au sort parmi les mails envoyés, pour le DVD de Ken tuch’ ou un t-shirt WebNoz : le programme de l'été est celui que vous avez choisi !


Bonne été sur brezhoweb !


Document à télécharger : [pdf] Programm an hañv – Gant piv eo aet ar maout ?/Programme été et gagnants (818,42 ko)

WebNoz 38 : C'hoariva/Théâtre

D'an 22 a viz Even ’ba Gouesnac'h

12-26 a viz Even, Kemper
12-26 a viz Even, Kemper

’Ba Ty Théâtre ’vo degemeret ar WebNoz an taol-mañ. Ha kaoz ’vo deus ar Festival Teatr brezhonek a vez dalc'het, er mare-mañ, ’ba Kemper.

C'est à Ty Théâtre que la WebNoz s'installera ce mardi 22 juin. Il y sera question, entre autres, du Festival Teatr brezhonek qui se tient actuellement, du 12 au 26, à Quimper…


Teatr Brezhonek
Document à télécharger : [pdf] Danvez WebNoz an 22/6, Gouesnac'h (1,66 Mo)

Deoc'h da c'hoari !

Petra ’fello deoc'h adwelet diouzh an hañv ?

hanv.jpg

Choazit ar rannoù deus Dibikouz, Ken tuch’, Saga Brittia, Blake & Mortimer a fellfe deoc’h adwelet diouzh an hañv (2 rann e pep rummad d’ar muiañ) ha kasit ho choaz deomp dre bostel :

brezhoweb+hanv@gmail.com
a-raok an 30 a viz Even. 8 postel e-mesk ar re a vo bet kaset deomp a vo tennet d’ar sord evit gounit an t-shirtoù hag an DVD-où !


Choisissez les épisodes que vous aimeriez revoir cet été (2 épisodes par série) et envoyez-nous votre choix par mail :
brezhoweb+hanv@gmail.com

avant le 30 juin. 8 mails parmi ceux qui nous seront envoyés seront tirés au sort pour gagner les t-shirts et les DVD !


Document à télécharger : [pdf] Roll ar rannoù/Liste des épisodes (858,88 ko)

WebNoz 37 'ba Kemper

Ramoneurs de Menhirs

Dont 'raint da ginnig o fladenn ziwezhañ 'kerzh ar WebNoz !

red2010.jpg

Ur bladenn leun a startijenn, nerzh, ar meskaj ’anvezomp ’tre ur gitar a gomz deomp deus Breizhistañs, evit flapat ken nerzhus all gant ar vombard, ar biniou, ha respont da bozioù didro ha splann !

Ha Louise Ebrel ne lâro ket ar c’hontrefed, pa zeuy a galon vat da ganañ gante. ’Vel war ar bladenn kwâ ;-)


Moarvat ’lârint ur gerig ivez war ar Redadeg, a dremeno dre Gemper d’ar memes deiz : ur plato a vo gouestlet d’an darvoud meur-se, a vo dalc’het a-hed ar sizhun e Breizh. Muioc’h a ditouroù diouzhtu amañ : ar-redadeg.org


Emgav ’ba ’r WebNoz dimerc’her 12 !


Ramoneurs de Menhirs
Liseidi Diwan-kanaouenn Redadeg 2010
Document à télécharger : [pdf] Poent c'hoazh prenañ kilometradoù ! (672,50 ko)

WebNoz : 'ba Okitania ivez !

jacmetolosa.jpg

Ur gerig dedennus war ar skinwel dre internet, ha brezhoweb,  amañ :
jacmetolosa.spaces.live.com/blog

Hag a bep seurt pennadoù dedennus all war sujedoù disheñvel, en okitaneg.

;-)


(Un blog de réflexion à signaler ! Occitan inside ;-)


Lenn ar blog

WebNoz 27 a viz Ebrel

Perroz

wbn36.jpg

D'ar re a faot dezhe dont da welet an abadenn war-eeun war blas, emgav 'ba ti Digor-Kalon adalek 8 eur noz (paz a-raok, mersi deoc'h !).

Ken 'benn dimeurzh !


Document à télécharger : [pdf] Fichennaoueg pdf da bellgargañ (1,35 Mo)

Priz Sten Kidna

Priz Lennegel Sten Kidna-Le Bono au long cours : roet da Herve Gouedard

Le priz littéraire Sten Kidna-Le Bono au long cours remis à Hervé Gouedard

priz2010.jpg

Kemenadenn


Priz lennegel Sten-Kidna-Le Bono au long cours a zo bet roet e 2010 d'ul levr danevelloù embannet a nevez : c'hwec'h levr embannet e 2008-2009 a oa bet lakaet war ar renk. Da Herve Gouedard eo bet roet ar priz 2010 evit e levr danevelloù Liñvadenn Kastellaodren, embannet get Al Liamm e 2009. 14 danevell dastumet e 400 pajenn.


Ar priz Sten Kidna-Le Bono au long cours a zo bet roet evit an eil gwezh. Ar priz-se a oa bet krouet e 2008 get kumun ar Bono evit brudiñ levrioù faltazi embannet a-nevez e brezhoneg (ur priz all a oa bet savet e galleg get ar gumun : priz Bernard Moitessier). War goulenn kumun ar Bono, ar juri a zo bet savet get ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna : nav den ar bloaz-mañ, a vro-An Alré (An Alré, An Drinded, Ar Bono, Krac’h, Brec’h, Lokoal-Mendon, Ploeren). Ar juri a oa bet tolpet disadorn paseet en Alré. Diaes eo bet dibab ul levr e mesk ar c’hwec’h levr a-galite a oa war ar renk.

Get kumun ar Bono emañ bet roet 700 euro da Herve Gouedard, get Jean Lutrot, an eil maer, dimeurzh da noz e-pad an abadenn Webnoz a oa skignet ar-eeun ag Ar Bono (hag a c’hello bout gwelet a-benn un nebeut deizioù war al lec'hienn Brezhoweb). Ar pezh a vez graet get kumun ar Bono a zo dreistordinal : n’eus ket kalz a brizioù lennegel evit al levrioù e brezhoneg.

Skrivagnerion all war ar renk a zo deuet ivez : David ar Gall (Hent Arkadius), Henri Dorsel (Mervel eul lunvez), ha Hervé Lossec (Buhez ha fent). Daou skrivagner all, Yann Gerven (Cheeseburguer ha yod silet) ha Per Denez (Kenavo ar wezh all), a oa bet digarezeet. Mich Beyer a zo bet pedet ivez, priziet ar bloaz paseet evit Etrezek an enez, hag ur romant a zo bet embannet a-nevez geti : Kan ar mein (éditions An Alarc’h).
Krennarded a skolaj Diwan Gwened a oa bet pedet da ziskouezh levrioù bet lennet gete. Un embanner* a zo bet kouviet ivez : Fañch Broudig, hag en deus kaset levrioù nevez embannet get an ti embann Emgleo Breiz.

Bugale skol divyezhek Pont Douar-Brec’h a zo deuet da ganal ha daou soner a Vro-Gwened ivez : Loeiz ar Bras ha Patrig Drean. Lena Louarn, eil brezidantez ar rannvro evit yezhoù Breizh, ’deus displeget he sonjoù evit an amzer da zont ha penaos derc’hel ha yac’h ha bev yezhoù ar vro, ar brezhoneg hag ar gallaoueg.

Ar priz lennegel Sten-Kidna-Le Bono au long cours a vo roet en dro e 2011, d'ur romant nevez embannet, evel e 2009.


Christian Le Meut, war anv Kerlenn Sten Kidna


* Embannerien al levrioù war ar renk a oa bet pedet, an holl ’nezhe. Siwazh ne oant ket evit kemer perzh en abadenn. (Notenn gant skipailh brezhoweb)




Communiqué

Le prix littéraire Sten-Kidna-Le Bono au long cours a été attribué cette année à un livre de nouvelles récemment édité en langue bretonne : six ouvrages publiés en 2008-2009 étaient sur les rangs. Le prix 2010 a été attribué à Hervé Gouedard pour son recueil de nouvelles publié en 2009 : Liñvadenn Kastellaodren (éditions Al Liamm). 14 nouvelles réunies dans 400 pages. Voici ce qu'écrivait le Télégramme (25 mars) à propos de ce livre :

« L’écrivain Hervé Gouedard propose dans ce recueil paru fin 2009 quatorze nouvelles en 400 pages. Elles évoquent la vie quotidienne, la solitude, la maladie d’Alzheimer, virent parfois vers la folie ou le fantastique. Quelques fantômes traversent ces nouvelles à l’atmosphère souvent pesante. L’auteur sait aussi manier l’humour, mais trop rarement, comme dans Dornskridoù ar paourkaezh treul (les manuscrits d'un pauvre type), une histoire d’amour, de jalousie et de vengeance par manuscrits interposés. Dans « Ur muntr e Kemper » (un meurtre à Quimper), il installe une ambiance balzacienne dans l’univers de la bourgeoisie quimpéroise au milieu du XIXe. L’auteur sait raconter des histoires et captiver le lecteur. Dommage qu’il ne varie pas plus les ambiances... »

Le prix Sten-Kidna-Le Bono au long cours a été créé en 2008 par la commune du Bono afin de promouvoir des œuvres de fiction nouvellement éditées en breton (un autre prix a été créé en français par la commune, le prix Bernard Moitessier). À la demande de cette commune, l'association Kerlenn Sten Kidna a constitué pour la deuxième année un jury, composé cette année de neuf lectrices et lecteurs du pays d’Auray (Auray, Brec’h, Crac’h, La Trinité-sur-Mer, Le Bono, Locoal-Mendon, Ploeren). Le jury s’était réuni samedi dernier à Auray pour faire un choix, difficile, entre six livres de qualité. Jean Lutrot, maire-adjoint, a remis 700 euros à Hervé Gouedard, mardi soir, pendant l’émission Webnoz, réalisée en direct du Bono (et qui pourra être de nouveau visionnée dans quelques jours sur le site Brezhoweb). L'initiative de la commune du Bono est remarquable : très rares sont les prix littéraires couronnant un livre en breton. En 2011, c'est à nouveau un roman qui sera primé.

Quatre des écrivains nommés sont venus au Bono mardi soir : outre Hervé Gouedard, il y avait David ar Gall
(Hent Arkadius), Henri Dorsel (Mervel eul lunvez), et Hervé Lossec (Buhez ha fent). Deux auteurs étaient excusés : Yann Gerven (Cheeseburger ha yod silet) ha Per Denez (Kenavo ar wezh all). Mich Beyer, lauréate du premier prix Sten Kidna-Le Bono au long cours, en 2009, est venue également présenter son nouveau livre Kan ar mein (An Alarc’h embannadurioù). L'émission Webnoz étant consacrée à l’écriture et à l’édition en langue bretonne, des collégiens de Diwan Vannes ont été invités à venir présenter leurs lectures. Fanch Broudic est venu présenter le travail des éditions Emgleo Breiz, qu’il dirige, et les nouveaux ouvrages qu’elles ont édités.

Des enfants de l'école bilingue du Pont Douar (Brec’h), ont ouvert l’émission en chantant. Deux chanteurs du pays vannetais sont également venus : Loeiz ar Bras et Patrick Dréan. Une autre invitée a marqué l'émission : Lena Louarn, nouvelle vice-présidente du Conseil régional, chargée des langues de Bretagne. Elle a évoqué ses idées pour maintenir vivantes et dynamiques ces langues que sont le breton et le gallo.


Blog Kerlenn Sten Kidna

WebNoz er Bonoù

Ar Priz Sten Kidna

30 a viz Meurzh, 8 eur 30

1prizstenkidna.jpg

Disadorn ’oa bodet ar juri, met ne vo ket diskuliet gant piv eo aet ar maout a-raok emberr !

Ar romantoù war ar renk er bloaz-mañ ’oa :

Kenavo ar wech all, Per Denez (Mouladurioù hor yezh, 2008)


– Mervel eul lunvez, Henri Dorsel (Emgleo Breizh, 2008)

Hent arkadius, David ar Gall (Al Liamm, 2009)


Cheeseburger ha yod silet, Yann Gerven (Al Liamm, 2009)


– Liñvadenn Kastellaodren, Hervé Gouedard (Al Liamm, 2009)


– Buhez ha fent, Hervé Lossec (Emgleo Breiz, 2009)


Kaozeet e vo ivez, ’sambles gant Lena Louarn, nevez-dilennet war listenn an Drian, deus he labour nevez er Rannvro ; deus niverenn ispisial ar gelaouenn An Dasson gouestlet da Batrick Drean ; ha muzik a vo, ’vel kustum, gant sonennoù Loeiz ar Bras ha Patrick Drean…


Emgav emberr !



WebNoz Karaez

Diriaou 11/2

Politikerezh yezh ar Rannvro : bilañs ar 6 vloaz tremenet

foto_kelaouiñ.jpg

Pedet zo bet un dilennad deus pep strollad politikel bet dilennet er Rannvro da respont da c'houlennoù Anne Gouerou (penngazetennerez radioioù e brezhoneg), Gwenael Dage (Ya !), ha Lionel Buannic.

Dilennidi bet pedet : Yann-Bêr Thomin (PS, e karg deus politikerezh yezh ar Rannvro), Naig ar Gars (strollad UDB-Ar Re c'hlas), Françoise Louarn (UMP), Gérard Lahellec (PC), Louis Caradec (UDF-Modem)


Politique linguistique de la Région : bilan des 6 années écoulées. Les invités, représentant les différents groupes politiques élus à la Région, répondront aux questions d'Anne Gouerou, Gwenael Dage et Lionel Buannic.


Document à télécharger : [pdf] wbn34.pdf (1,27 Mo)

Page(s):  1  2  3