Open The Border (istitlet e brezhoneg)

15-02-2018

Open the border e brezhoneg war Brezhoweb.

Miz C'hwevrer 2016. Evit an dekvet gwech e klask Saif, Seve ha Tarik treuziñ Mor Ege. Ar wech-mañ e vo an hini mat. Ur sizhun goude e tegouezhont en Idomeni war an harzoù etre Bro-C'hres ha Makedonia. 14 000 repuad zo berniet aze dindan teltennoù dister en desped d' ar glav hag er yenijenn. Torret eo o huñvre en Europa gant ar gwirvoud kalet. E-pad mizioù e rankint bevañ er stuz diasur-se kalonekaet gant ur youl dir: tremen en tu-hont d'an harzoù. Aze 'mañ e-tal kichen a-dreñv renkennadoù orjal dreinek.

Gwelet o deus ar Yezidied yaouank o buhez cheñch penn da benn pa voe taget o c'hêriadenn gant Daesh e Miz Eost 2014. N'o deus mui nemet ur pal abaoe : mont da gaout Bro-Alamagn evit kregiñ eno gant ur vuhez nevez, pell diouzh lec'hioù al lazhadeg he deus skoet o fobl, o c'herent, o mignoned. Staget int gant ur veaj dañjerus, o vevañ en ur stad mantrus, o tremen alies e-kichen ar marv, o kavet war o hent ar pep gwellañ hag ar pep gwashañ, brokusted an dud a-youl-vat ha c'hoantegezh an drafikerien. Ha treiñ a ray o huñvre europat da wir tra m'emañ ar Stadoù o klozañ o harzoù ?



Revenir

Deiziataer
N’eus netra war ar roll
TV WAR-EEUN
TV WAR-EEUN
Rannañ