Valerian ha Laureline 7 - Satanazet

16-10-2017

Valerian ha Laureline e brezhoneg, rann 7.

Prenet eo bet gant an tri Shingouz ur c’hozh peñse o vont gant red an egor : an Derdekken, ul lestr ergerzhout antarian aet diwar-wel 153 bloaz zo en un doare kevrinus.

Goprañ a reont Valerian ha Laureline da vont war bourzh al lestr evit degas e lestrad en-dro, gant ar spi e vo bras e dalvoudegezh… Met traoù iskis a c’hoarvez war vourzh.

Ha satanazet e vefe an Derdekken ?

Skignet e vo war Brezhoweb adalek al lun 16 a viz here !



Revenir