Foeterien : Euskadi, etre mor ha menez (5-6)

HD SD

Evezhiadennoù

Le Meut - 28-02-2017

Trugarez Olory : penaos e vez lâret "spoil" e brezhoneg ?

olory - 20-02-2017

Gourc'hemennoù d'ar c'houplad Morwenna ha Mael...!! Evit ur wech eo aet ar maout gant ar re a zo klokaus...Fiskal!!

Kas un evezhiadenn

X

Kas un evezhiadenn

Goulenn a ran lakaat ma anv da resev al lizher-kelaouiñ

Aet e oa Eve, Maelle, Morwenna, Mael, Davy ha Kaou kuit, pep a 5 € an deiz en o chakodoù, da vont gant ur 1 000 kilometr bennaket. Dav e oa bet dezhe mont deus an aod d'ar menezioù, o treuziñ kêrioù bras ha kêriadennoù bihan, amzer domm warne a c'halle sevel betek 30°C a-wechoù. 
War droad, o c'hoari biz-meud, gant an tren pe war vag o doa treuzet ar vro, loc'het anezhe diouzh Kastell La Mota e-tal Pleg-mor  Gwaskogn e Donostia pe Sant-Sebastian. Graet o doa anaoudegezh gant Vitoria-Gasteiz, kêrbenn Kumuniezh Emren Euskadi, gant mirva laboused Urdaibai bet lakaet war rolloù an UNESCO. Tremenet e oant dre Guardia, ur gêr deus ar C'hrennamzer e-kreiz ar gwiniegi, dre C’hernika ivez, brudet he gwallblanedenn e-mesk tud ar bed holl gant oberenn Picasso, betek en em gavet e Peniti San Juan Gaztelugatxe ha pignat an 241 bazenn a gas d’ur gweledva dibar. E pep tennad o doa renket kemer perzh e c'hoarioù, tremen amprouennoù, diskoulmañ kevrinoù, respont da c'houlennoù a bep seurt a-benn kavet o hent ha dastum poentoù. Ha bemnoz e oa bet ret dezhe kavet bod ha boued war blas…


Rann 6 : Mirva Laboused Urdaibai–Peniti San Juan Gaztelugatxe

Kroget e oa ar Foeterien gant o devezh oc’h ober un droiad Stand Up Paddle e gwernioù Mirva Laboused Urdaibai. Loc’het e oant goude war-zu Peniti San Juan Gaztelugatxe, e-lec'h ma oa bet ret dezhe pignat gant an 241 bazenn a gas d’ul lec’h ma weler ar vro e-giz neblec’h all ebet.

Padelezh : 29 mn 42

Enlinenn betek 11/05/2017

Abadennoù liammet gant homañ.