Bec'h de'i ! GBB 2017 (16-4)

HD SD

Evezhiadennoù

Clément - 05-08-2017

Salud d'ar skipailh a-bezh.
Ha trugarez deoc'h 'vit o labour !

O klask emaon gouzout tro-dro din penaos e vez gwellet ar brezhoneg ba spered an dud n'oaront ket anezhi.
Hervezon, goude bezañ chomet e Penn-ar-Bed goude 3 bloaz, e vez gwelet ar c'homz brezhoneg evel un dra vegennel (élististe) me gav din, gant tud 'zo.
Ur varteazedenn eo eus ma-ferzh, met ar re a ouien ar yezh un neubeud dekadoù 'zo, da lavaret eo ar re goshañ, tapet lod anezhe gant ar vezh safar e BZG, n'o doa ket hen treuskaset d'o zikennidi.
Daoust hag-eñ eo tachet ar ziskennidi-se gwelout ar c'homz BZG evel un dra a-wechall, paseet, ha na servij mui ken ? Pe, mezh a vefe warno n'on pas bezañ gouest da lakaat ar yezh da vezañ implijet muioc'h er vuhez bemdez peogwir implijout ar yezh n'int ket kat d'ober ? Ur vank evel ma lavare Nicole ha Félix Le Garreg 'barzh o zeul-film "La langue bretonne" ( https://www.youtube.com/watch?v=ED7X5CEFKts&t=1176s ).
Evit ar re digor o spered ne ouzont ket ar yezh, petra a c'hell bezañ lakaet e plas evito da gaoût un tañva war ar BZG, da selou anezhañ, deskiñ muioc'h a zarvoudoù istorel ha sevenadurel hag a zo liammet ouzh ar yezh ha Breizh : "kafedi istor" ur wech an amzer 'vel ma vez graet 'ba tavarn "Finnegan's" 'ba Kemper, emgavioù diwar-benn ar yezh, hag all... rak daoust d'ar galluster heuliañ ur stummadur hir e BZG pe kentelioù an noz, n'hall ket bezañ graet gant meur a zen.
A-fet abadennoù hag a glasker war Breizhoweb me gav din vefe pouezus-kennañ kavout istiloù e gallleg. Splann eo an abeg. Reiñ ar galluster d'ar non-vrezhonegerien heuliañ ha komprenn an abadennoù-se, reiñ ur skeudenn a zigoradur. Abadennoù 'zo a zo bet istitlet, abadennoù all n'ink ! Perak'ta ?
Un afer a labour hag a arc'hant eo ? Ha bolitekerezh arl lec'hienn.

Mersi evit ho respont ha kalon vat deoc'h tout

Clément

 

Respont Brezhoweb
Trugarez 'vit hoc'h evezhiadenn ! Gwir eo, is-titloù e galleg hag e brezhoneg da heul ar video-ioù 'vefe un dra gaer... ha ker;) O soñjal 'barzh an dra-se 'maomp bopred. Gortoz pell, gortoz gwell !

 

 

olory - 26-05-2017

Trugarez vras evit an abadenn-mañ.. Dedennus kenañ... Gwir eo e oan o servij fritez ha silzigoù a orinoù estren un tammig (chipolataoù, mergezoù)gant baraoù...met plijus e oa....ken ar wech a zeu...

Kas un evezhiadenn

X

Kas un evezhiadenn

Goulenn a ran lakaat ma anv da resev al lizher-kelaouiñ

Bec'h de'i ! war-eeun deus Gouel Broadel ar Brezhoneg e Langoned !

Deus dasorc'hidigezh ar fest a zo kaoz, koulz ha deus dazont ar stourm evit ar brezhoneg. Met en tu-hont da se en deus roet Lionel Buannic hag e gouvidi ur bannac'h sklerijenn war Kreiz Breizh : penaos 'mañ kont gant kreiz hor bro ? piv eo an dud a zeu d'en em staliañ eno ? ha d'ober petra ? Sed aze un toullad goulennoù savet ouzh an dud tro-dro d'an daol, hag int labourerien, stourmerien sevenadurel, dilennidi...

Padelezh : 93 mn 16

Enlinenn betek 23/05/2018

Abadennoù liammet gant homañ.