Jorjia, perlezenn guzh ar C'haokaz

HD SD

Evezhiadennoù

Kas un evezhiadenn

X

Kas un evezhiadenn

Goulenn a ran lakaat ma anv da resev al lizher-kelaouiñ

En ur c'hroashent strategel etre Europa hag Azia emañ Jorjia. Aloubet eo bet gant ar Bersed, Bizañs, an Arabed, an Durked, ar Vongoled hag ar Volcheviked. N'int ket deut a-benn da vougañ nerzh krouiñ ur bobl a eztaol e identelezh kaokaziat dre an dañs hag ar gwiniegi.

Dalc'het eo bet he glad sevenadurel hag arzel dibar gant Jorjia, daoust d'he istor drubuilhet (brezel a oa bet e 2008). Ken pinvidik eo he bevlisseurted hag hini ur c'hevandir a-bezh.

Kavell an Homo Georgicus eo ivez, an Europeat kentañ deomp da c'houzout. Ur vro d'ober anaoudegezh ganti eo Jorjia gant he holl dremmoù. Europeat ha kornôgat eo Jorjia da welet, met kaokaziat eo ivez da vat hag un tamm kreizdouarel ivez gant he laouenidigezh.

Padelezh : 50 mn 18

Enlinenn betek 23/09/2018

Abadennoù liammet gant homañ.