Gwir Vretoned 10 – Enbroañ-divroañ

HD SD

Evezhiadennoù

Piriou - 29-02-2016

Deiz mat,
Trugarez evit ho abadennoù. Ober a ran un implij anezhe da vagan kentelioù brezhoneg er skolaj. Gant hini 50 vloaz Strollad ar Vro Pagan on bet plijet tre. Solen Piriou (skolaj Santez-Anna an Alre)

Brezhoweb
Mersi bras dit, Solen, 'vit an evezhiadenn-se : brav 'vez dalc'hmat lenn e c'hall degas plijadur al labour 'glaskomp ober, ha bezañ talvoudus d'ar sellerien, mod-pe-vod !

Kas un evezhiadenn

X

Kas un evezhiadenn

Goulenn a ran lakaat ma anv da resev al lizher-kelaouiñ

E pep lec'h e kaver Bretoned… ha bewech e soñjer marteze er miliadoù a baotred hag a vaouezed yaouank bet aet kuit deus o zier war ar maez evit kavet labour ’ba Pariz, pe ober krampouezh ’ba New York. N'eo ket gwir kement-se, soutiloc'h an traoù : dalc'hmat eo bet tud Breizh o vont hag o tont, ha n'eo ket bet evit dihan da fritañ laou ’metken !

 

Grit ur prof a-feson deoc'h pe d'ho mignoned :
war werzh emañ an DVD holl rannoù Gwir Vretoned (galleg ha brezhoneg) warnañ !
Pellgargit ar pdf 'benn kas un urzh-prenañ dimp…

Padelezh : 3 mn 57

Enlinenn betek 31/12/2030

Abadennoù liammet gant homañ.