Tuto Breizh : Pardon ar Folgoad

HD SD

Evezhiadennoù

ernest olory - 27-10-2018

Sapre abadenn...ur wech c'hoazh!...Trugarez deoc'h...! Kentelius kenañ, Dedennus...ha petra c'hoazh?....'Benn ar fin n'am eus netra ken da lavarout...Marteze ez in d'ober ar bardon-mañ er bloavezh a zeu...Ma vo asantet gant an hini Uhelañ evel-just...

Pascal Lafargue - 21-10-2018

Un abadennig blijus ha fesk-tre eo. Frammet ha kinniget brav anezhi. Mall zo warnon dizolein an hini a zeu !

maryvonne berthou - 17-10-2018

Sellet m eus gant plijadur ouzh pardon ar Folgoad. Met dipitus eo ne vefe ket bet filmet d'ar sadorn d'an noz da 6 eur noz; d'an eur-se emañ an oferenn brezhoneg (1000 a dud) hag an holl o kanañ e bzg hag er bloaz mañ e oa ur beleg yaouank o prezegenniñ e bzg. Un dra all ne z eus ket bet anv eus ar gousperoù; gousperoù n'eo ket un oferenn. Met ar re yaouank ne ouezont ket ken ober an diforc'h.
Abadenn Plijus da sellet eo memestra!

 

Respont Brezhoweb

Ach'anta Maryvonne, trugarez 'vit hoc'h evezhiadenn ! Plijus 'vije bet filmañ an oferenn vrezhonek, met siwazh kostañ a ra re ger  filmañ daou zevezh da heul. Klasket hon eus atersiñ an Tad Samson met 'oa ket amañ d'ar sul, ur wech all... Skignet 'vo ur rann deus Tuto Breizh bep pemzektez, emgav a-benn div sizhun neuze !

Kas un evezhiadenn

X

Kas un evezhiadenn

Goulenn a ran lakaat ma anv da resev al lizher-kelaouiñ

Tuto Breizh, un abadenn nevez savet gant Brezhoweb. Er gelaouenn-mañ eta e kinnig Juliette deomp dizoleiñ Breizh dre he daoulagad dezhi, daoulagad un europeanez yaouank en em gavet nevez zo e penn ar bed !

Kontañ a ra deomp ar wech kentañ ma oa bet bet war an oad vev da granketa, ar mod m’he doa graet anaoudegezh gant ar gouren, he fourmenadenn gentañ war vord kanol Naoned-Brest peotramant c’hoazh he gweladenn e ti Glenmor

Evit rann gentañ Tuto Breizh, Juliette a ra anaoudegezh gant pardon ar Folgoad, hini brasañ e Breizh Isel.

Padelezh : 6 mn 55

Enlinenn betek 31/12/2030

Abadennoù liammet gant homañ.